Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2007-12-01 - Kazetennoù

Titeuf - Lezenn ar bratell

Titeuf - Lezenn ar bratell

Un trede albom lakaet e brezhoneg, ya, rak gant ar berzh o deus graet an daou re gentañ (an niv. 6, Kenô, bed kriz hag an niv. 7, Burzhud ar vuhez) o deus divizet tud an ti-embann Bannoù-heol fiziañ an droidigezh e Gwenole Bihannig. Hag ur wezh c'hoazh eo deuet brav an taol. Deuet eo an ti-embann da vezañ unan a live gant ar re a-vicher evit treiñ bannoù-treset : Titeuf (3 albom), Boulig & Billig (6 albom), Thorgal (4 albom).

Pa soñjan, piv ne oar ket c'hoazh piv eo Titeuf ? Ur c'hañfard a-vremañ an hini eo, ur farser un tamm glep hag un tamm mat hegredik. Lakait ur sakre ijin diouzh e oad hag e teu da-heul istorioù berr fentus a vez priziet-kenañ gant ar vugale... hag ar re vras !

Evit piv eo bet fardet ar sandwich toaz-dent hag an hamburger boued-kizhier gant ur meudad mic'hi kras war-c'horre ? Petra eo ur vestrezsaorez har ur bernezosaorex ? Pegement e koust ur boupinell Stouvman ? Petra zo bet dibabet gant Titeuf er stal loened doñv ? Ha dont a raio a-benn da blijout da C'houlwena a-benn ar fin ? Perak 'ta e komz ouzh ar sunerez ? Ha m'ho peus c'hoant da adkavout yezh harozig Zep, ken saourus atav (ha cool, n'eo keut ?), kit buan da welet an trede albom-mañ ha n'ho po ket keuz !

Brieg ar Menn

Armor Magazine

Produioù liammet gant ar post-mañ

Lezenn ar bratell
Titeuf
9,53 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io