Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2007-01-19 - Kazetennoù

Thorgal ha Titeuf e brezhoneg

Thorgal ha Titeuf e brezhoneg

Kenderc'hel a ra ar gevredigezh Bannoù-heol gant he labour evit brasaat levraoueg ar vrezhonegerien ha ledanaat ar c'hinnig levrioù. Sed amañ tri bann-treset nevez evit an holl pe 'gozik.

Da gentañ, un eil albom eus Titeuf, bet troet e brezhoneg gant klasadoù 4re skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon ha Gwenole Bihannig, warlene. Niverenn 7 an dastumadeg an hini eo, hag enni e vez desket traoù gant ar paotrig diwar-benn buhez he mamm a zo dougerez. Goude e vo ret da dTiteuf degemer e c'hoar vihan ha bevañ ganti. Fentus-bras eo an albom-mañ, dre ma tiskouez, en un doare fentus ha goapaüs, an darempredoù a bep seurt etre paotred ha merc'hed o teskiñ traoù ar vuhez hag o treuzkompren anezhe alies, kentoc'h evit bugale ar skolaj memes tra.

Er vandenn-dreset all gant Thorgal, "Bugel ar Stered", a gont d'al lenner penaos e oa bet kavet an haroz, pa oa-eñ bihan-tout, gant penn ur meuriad Vikinged. Galloudoù burzhudus en deus Thorgal hag ur wech deuet krennard e klask gouzout eus pelec'h e teu e-unan. Un doue a respont dezhañ hag a zegas da dThorgal ur banne skêrijenn war e orin.

Titeuf - Burzhud ar vuhez - 9,40 € / Thorgal - Alinoe - 9,80 € / Thorgal - Bugel ar stered - 9,80 € - Embannet gant Bannoù-heol - Skignet gant Coop Breizh

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Alinoe
Thorgal
9,94 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io