Postet d'an 2006-12-01 - Kazetennoù
Du ha gwenn ha plas da lenn...
![Du ha gwenn ha plas da lenn...](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/a729cf417c005776f40973ace5bdca9a72e144d4-4514x3385.jpg?w=4514&h=3385&auto=format)
Un Titeuf nevez e brezhoneg ! Ganedigezh c'hoar vihan Titeuf zo darvoud pennañ al levr, magañ a ra an holl istorioù bihan berr a ya d'ober 48 pajennad an oberenn. Ur fent eus ar c'hentañ... Un dra heverk eo o defe labouret skolajidi Diwan evit al levr-mañ. Klotañ a ra gant o bed. Sanket mat eo hon yezh er c'hentañ kantved warn-ugent...
Herve Lannuzel
Titeuf : Burzhud ar vuhez gant Zep, lakaet e brezhoneg gant klasadoù pevare skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon ha Gwenole Bihannig, embannet gant Bannoù-heol ha Glénat, 9,40 €.
Le Peuple Breton