Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2002-09-01 - Kazetennoù

Teñzorioù disheñvel

Pegen chañsus ar vugale gant kement a levrioù nevez evito o-unan ! Gant an ti-embann Bannoù-heol e oa bet kinniget dezho dija div vann-dreset eus albomoù Boulig & Billig.
Teñzorioù disheñvel
Perzh o deus kemeret : Lili Pissenlit, Maurice Hamon, Arno Elegoed

Setu bremañ albomoù krouet gant ur plac'h eus Korsika, Lili Pissenlit : "Levenezioù bihan Olivu", ur c'honikl, bidoc'hig ur veuriad laouen. Pevar albom asambles.

Skeudennaouet brav-tre gant Vanessa Gautier. Moullet int bet asambles e brezhoneg, en okitaneg, e galleg hag e korseg (brezhoneg gant Maurice Hamon hag Arno Elegoed). Ur brezhoneg aes.

"Pebezh hurlink !" (Ar paourkaezh Olivu o vezañ spontet gant un istor iskis). "Souezhusat kejadenn !" (gant ul loen disheñvel, deuet memes tra da vezañ e vignon). "Un istor a garantez", (er skol, "pegen fin eo ar mammoù memes tra"). "Nag a sotonioù" (Olivu o sevel roll an traoù mat hag an traoù fall er vuhez, kentelius ha farsus, koulskoude).

Tu da gejañ gant loened all, ha c'hoari ganto. Tu ivez evit ar vugale da zeskiñ gerioù nevez, levrioù buhez hon amzer-ni.

G.M

Le Peuple Breton

Produioù liammet gant ar post-mañ

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io