
Un douar evit an holl
Bras-divent eo hor planedenn ha kaer-meurbet ivez, met ezhomm he deus ouzhin hag ouzhit. Reiñ da gompren gwelloc’h efedoù Mab-den war hor planedenn a ra al levr kaer-mañ....
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !
Ezhomm skoazell ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel
Kerkent hag aet da Anaon en deus Mandela kavet e blas e istor meur an denelezh. Buan-tre e oa deuet ar Su-Afrikan bihan a blije dezhañ redek e-touez an deñved ha dindan gwez palmez e gêriadenn, da vezañ ur stourmer dibleg evit gwirioù ar Re zu, en ur vro gouarnet gant ar Re wenn abaoe ouzhpenn 200 vloaz... Bet eo Nelson Mandela, moustret ha gwasket, koshañ prizoniad politikel ar bed kent bezañ dilennet da brezidant Su-Afrika e 1994.
Gant mouezhioù Nolwenn Korbell ha Bob Simon.
Sonerezh gant Myriam Makeba, Hugh Masekela ha Simple Minds.